Savet eo bet ar fichennoù pedagogel-mañ evit reiñ d’an holl ar binvioù a roio tu da dreuzkas d'ar vugale ar glad c’hoarius a ya d'ober c’hoarioù hengounel Breizh.

Sellet a reont ouzh an holl dud, kelennerien, diorroeri en, kasourien, atebeien ar c’hevredigezhioù, o deus c’hoant, ouzhpenn implijout o binvioù kustum, da ober gant ar c’hoarioù sportel stag ouzh sevenadur ar vro. Soñjet eo bet ar fichennoù evit bezañ plijus d’an holl hag evit en em adkavout a-gevret.

Dleout a reer ar benveg-se da Kevrenn ar Sportoù hag ar c’hoarioù Skol-Uhel ar Vro.Sevenet hag embannet e vez ganti teulioù pedagogel abaoe 1983 evit ledañ c’hoarioù Breizh.Evit gwir, c’hoarioù evit an oadourien eo an holl c’hoarioù deskrivet amañ war-lerc’h. Ret e oa prederiañ evit aozañ an dafar, ar reolennoù hag an hedoù diouzh ar vugale eta.

Sed ar pezh en doa «goulennet « ar gevrenn digant an itron Gaïdig Podeur e stern ur yalc’had-enklask.Tennet eo bet ar fichennoù-se diouzh tezenn an itron Podeur, un drederenn anezho zo o tont war-eeun eus he zaolioù-arnod, un drederenn all zo o tont eus izili ar gevrenn,hag an hini diwezhañ zo bet sevenet gant kengevredigezh ar FALSAB (Kengevredigezh Poellgorioù sportoù ha c’hoarioù hengounel Breizh).

War intrudu ar FALSAB an hini eo, a-drugarez da labour heverk e vaketenner Pierre ar C’horr, eo bet embannet ar fichennoù kentañ e 1995.Ouzhpennet ez eus bet fichennoù nevez, hag hep mar na marteze e vo ouzhpennet re all c’hoazh.

 Fichennoù pedagogel

 Doare lenn ar fichennoù

Taolenn ar c'hoarioù hagan temoù hag al liamm gant ar fichennoù


©Anaximandre, 2000-2005

F.A.L.S.A.B. 12, rue de la Marne - 29260 LESNEVEN - BREIZH - FRANCE
Pgz/Fax : 33 (0)2 98 30 73 70 - falsab.lesneven@wanadoo.fr
Roll-eurioù : 8E-12E1E-5E