Birvilh da vat endro d'ar c'hoarioù ha d'ar sportoù hengounel :

Ar berzh hag a zo evit ar c'hoarioù hag ar sportoù hengounel vez gwelet dre an niver bras a vodadegoù rannvroel en Europa abaoe 1990. Mont a ra da heul an ezhomm klask gwrizioù don, a zo gant an dud er poent-mañ. E-touez ar vizoutourien o tont e Breizh da glask traoù eeun ha laouen, n'eus ket gwellañ skouer eget gwelet an holl rummadoù tud o c'houren asembles, pe c'hoari paledoù pe bouloù giz ma vez c'hoariet Hurling gant an Iwerzhoniz pe pelot gant ar Baskiz.
Ar c'hoarioù hag ar sportoù hengounel o deus un dazont da gaout, ma teuomp a-benn da ginnig anezho d'ar vugale evel ur c'hoari, ur sport met ivez ul lodenn eus o sevenadur.

Un dazont da greñvaat :

An dazont, a ranko kaout da ziazez al liammoù o do ar re yaouank gant an oberanthizoù-se. Er framm-se e teu hor abadennoù da gavout o flas.
Dre anaoudegezh vat ha mestroni ar c'hoarioù-se, e kinnig deoc'h hor animatourien ur rummad abadennoù dizoleiñ.
Bez e c'hellont bezañ prientet asambles gant ar gelennerien.


C'hoari skipailh : SACH FUN


Petra eo ar F.A.L.S.A.B ? :

E bal kentañ a zo lakaat da anevezout ha kelenn ar c'hoarioù hag ar sportoù hengounel Breizek.
Al labour-se zo bet savet evit ar rummad tud yaouank a zo o tont, da gelenn dre hanterouriezh ar gelennerien, edukatourien pe animatourien.
Ar raktres-se a laka ac'hanomp da ginnig :
- Abadennoù dizoleiñ er skolioù evit ar vugale.
- Abadennoù stummañ er stajoù animatourien pe gelennerien.
- Sikour evit dibab ar c'hoarioù da brenañ.
- Sevel teuliadoù ha binvigi pedagogel.
- Embann levrioù pe video.


©Anaximandre, 2000-2005

F.A.L.S.A.B. 12, rue de la Marne - 29260 LESNEVEN - BREIZH - FRANCE
Pgz/Fax : 33 (0)2 98 30 73 70 - falsab.lesneven@wanadoo.fr
Roll-eurioù : 8E-12E1E-5E