![]() ![]() ![]() ![]() |
||
![]() ![]() ![]() ![]() |
||
|
Un dra anat en Europa :
Interest an dud evit ar sportoù hag ar c'hoarioù hengounel a zo un dra nevez hag diouzh ar c'hiz. Kalz a rannvroioù en Europa a laka c'hoarioù zo da advevañ pe nevesaat a reont anezho evit bezañ gant gizioù a vremañ. Er mod-se eo bet kavet endro ar c'hoari kilhoù kozh a oa kavet en dielloù, hag hiziv vez c'hoariet adarre e Bro Leon hag er skolioù ivez. Ar gouren ivez zo en em graet diouzh an ugentved kantved gant e aozadur nevez savet bremañ 15 vloaz zo. Ar c'haloj hag ar bouloù o deus kemeret memes hent, re all a deu da heul. Chañs hon eus ni e Breizh, kaout maread ar c'hoarioù hag ar sportoù hengounel bev mat, c'hoarioù enebiñ, c'hoarioù ampartiz, c'hoarioù skipailh. An darn vrasañ eus ar strolladoù pe ar c'homiteoù a ren anezho a zo stag ouzh ar c'hengevredad Falsab pe a labour gantañ ingal. |
||
![]() |
Er skolioù :
Doareoù nevez zo bet lakaet e plas er bloavezhioù tremenet. Evel-se abaoe 1996 vez graet abadennoù dizoleiñ e meur a skolioù e Breizh-Izel. Berzh o deus graet, ha gant plijadur eo bet degemeret dre gustum ar c'hoarioù ha sportoù hengounel gant ar vugale, o zud hag ar skolaerien. |
|
|
©Anaximandre, 2000-2005 |
F.A.L.S.A.B. 12, rue de la Marne - 29260 LESNEVEN - BREIZH - FRANCE |